Malo ar soner violons
Mont a raio kuit
Publié par Skol Vreizh, le 17 novembre 2021
96 pages
Résumé
War c'houlenn un tad a familh eo em eus skrivet ar pezh-c'hoari-man~ : e vab, 18 vloaz, a oa klan~vet trumm diwar ar c'hlen~ved skizofreni. Seizh vloaz war-lerc'h e oa en em zistrujet. C'hoant en doa an tad e vefe savet ur pezh-c'hoari diwar an istor trist-se. Evit sikour anezhan~ da harpan~ ouzh ar glac'har hag ivez, marteze, ar re yaouank, klan~v o spered ha darev d'en em zistrujan~. Goulc'han Kervella Er ge^r, e-barzh an ti, war-dro unnek eur vintin, eman~ an tad hag ar vamm, oc'h aozan~ o zraou` evit mont d'an aod. Reverdi vras a zo. Evit klask gweltrez ha kregin, e-penn kentan~ an han~v. Laouen int. Ar pellgomz o senin~. O mab triwec'h vloaz eo, echu e studiou` keginerezh e Kemper, bet e vachelouriezh, eman~ o labourat en ur pred-ti e Kastellin. Komzou` iskis a zo gantan~ : tud a zo o klask lazhan~ anezhan~. Mantret eo ar vamm hag an tad. Kerkent ez eont da Gastellin. Pennfollet eo ar mab, ur gontell vras a zo gantan~, kuzhet dindan e chupenn. Evit en em zifenn. Trumm eo c'hoarvezet e varrad follentez. Mestr ar pred-ti n'en doa merzhet netra ken ha neuze, panefe e oa bresk ar paotr yaouank. Kalet eo ar vicher-se, emezan~. Kaset eo ar mab d'ar ge^r gant e dud. Galvet ar medisin. O klevet e gomzou` hag e zoareou` iskis e laka ar medisin da vezan~ degemeret en ospital Boharz, ur c'hlan~vdi evit ar c'hlen~vedou`-spered. « Gant ar c'hlen~ved skizofreni eman~ ho mab ! »
Plus de livres de Goulc'han Kervella
Voir plusNedeleg Baltazar
Tristan et Iseut
Lizig, prinsezig an dour
L'enfant et le cheval
Ar roc'h toull livet
Enez al legumaj
Maro evit ar vro
Critiques
Ce livre n'a pas encore de critiques
Vous avez lu ce livre ? Dites à la communauté Lenndi ce que vous en avez pensé 😎